Arabat eo droukveskañ gant Klann Fraser. Ur c'hlann skosat eo Klann Fraser of Lovat, a zo staliet en Uheldirioù Bro-Skos, en Siorrachd Inbhir Nis abaoe 1422. Petra bennak ma voe kemm-digemm tiriad ar c'hlann e chomas stabil a-walc'h betek 1746. Hiziv an deiz emañ sez ar c'hlann e Beaufort Castle (Caisteal Duuaidhe e gouezeleg Skos), e Beauly (A' Mhanachainn), tal-kichen Inbhir Nis. A-hed e Istor ez eo bet klann Fraser of Lovat o c'hoari ur perzh pennañ e politikerezh Siorrachd Inbhir Nis. Dre m'o deus gouezet pennoù klann Fraser of Lovat derc'hel darempredoù mat gant kurunenn Bro-Saoz ez eo bet pouezus perzh ar c'hlann e kement gwezhiad milourel ma oa Bro-Skos en emgann dindan ren ar Rouantelezh-Unanet. Ur skourr eus Klann Fraser e Siorrachd Obar Dheathain (Aberdeenshire e saozneg) eo klann Fraser of Lovat. Daou glann disrannet eo re Fraser of Lovat ha re Fraser, an daou o vezañ anavet gant al Lord Lyon King of Arms a ra war-dro an ardamezouriezh hervez lezennoù Bro-Skos.
Developed by StudentB